Spered Breizh
gant gwinoù gwir eus gwinieg Naoned

Karta Endalc'hioù ar Gwinier-Artizan eus gwinieg Naoned

Pellgargañ karta G.A.B. er stumm PDF

Mellad 1 :

Gant ar Gwinier-Artizan eus Breizh e vez gounezet e wini, mendemet e rezin ha graet e winoù en e winlec'h.

Mellad 2 :

Gant ar G.A.B. e vez lakaet da dalvezout pennaennoù al labour-douar poellek. Gouestlañ a ra tretañ an douar hag ar gwini gant evezh. Ober gant molekuloù bevzispennadus, tretañ nebeutoc'h diouzh an amzer a ra ha ket en un doare reizhiadek. Kinnig a ra neuze gwinoù stummet gant an natur, yac'h evit ar c'horf hag ar spered.

Mellad 3 :

Gouestlañ a ra ar G.A.B. lakaat e derouer war-wel da gentañ penn. Gant al label G.A.B. e vez kadarnaet youl ar Gwinier-Artizan eus Breizh da produiñ gwinoù gwirion graet gantañ e-unan.

Mellad 4 :

Gwriziennet e Torosad Arvorig eo hor gwini ha bouetaet gant danvezioù meinel douar gwall zibar Gwinieg Naoned. Gneis, greunit, mikaskilt, kement all a garregadoù er c'hondon ha n'eus ket par dezho. Dindan ur mikrohin veurvorel iodet emañ an douar-mañ. Lakaat a ra ar G.A.B., dre e bleustroù micher, e holl galon evit ober d'e winoù eztaoliñ ar pep gwellañ eus ar c'harregadoù hag eus an hin-mañ.

Mellad 5 :

Abaoe 845 ez eo Gwinieg Naoned ul lodenn eus Breizh ha bez' eo bepred. Bro Naoned zo unan eus 9 bro Breizh, skeudennet gant 9 bandenn gwenn ha du banniel Breizh. Gouestlañ a ra ar G.A.B. bezañ kannadour e vro ha brudañ sevenadur, istor, yezh ha douaroniezh Breizh, ha kas war-raok Gwinieg Naoned dreist pep tra.

Mellad 6 :

Gwinoù Naoned m'eo ar Muskadig ar vegenn anezho a oa gwinoù ezporzhiet abaoe kantvedoù dre berzh hon hengounioù moraerezh. Dre-se e striv ar G.A.B. d'ober gant ar saozneg ivez en e vinvioù kehentiñ.

Mellad 7 :

Gant an dro-spered-mañ e tegemero laouen ar weladennerien c'hoant ganto ober anaoudegezh gant hor bro, he hengounioù ha he gwinoù.

Top